Da dont : Votadeg foran evit brezhoneg en hon tier-post d’ar sadorn 7 a viz du! (Ai’ta! Breizh)

Pennad embannet d'ar merc'her 28 a viz Here 2009 gant Iudikael
Nevezaet d'al lun 9 a viz Du 2009

Ai’ta !, ar strollad evit difenn ha kas war-raok ar brezhoneg, a lakeo an dud da votiñ d’ar sadorn 7 a viz du dirak un dek ti-post bennaket e Breizh. Diwar-benn plas ar brezhoneg an hini ‘vo, er panellerezh diavaez ha diabarzh, kement hag er mekanikoù, hag ivez an tu da gaozeal brezhoneg ouzh an implijidi kontant d’hen ober. Ar goulenn a vo graet d’an dud a vo homañ :

« Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek brezhoneg-galleg an tier-post publik o statud ? »

Ur yezh vev ‘zo ur yezh hag a c’haller gwelet, klevet hag implijet el lec’hioù foran. N’eo ket reizh e chomfe ar brezhoneg er-maez deus an tier-post ha deus ar servijoù publik all pa ‘vezer o klask sevel e chouk dezhañ.

Deuit stank da diskwel eo tomm ho kalon deus ar brezhoneg ! Deuit da votañ etre 10e ha kreistez dirak tier-post Lannuon, Bear, Gwengamp, Plouared, Pondi, an Alre, Gwened, an Oriant, Brest (kreiz-kêr), Lesneven… !

Ai’ta !

Dielloù Stag:

(349.5 ke)
Format : JPG
 
(41 ke)
Format : JPG
 
(208.5 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!