Fidamdou’ ! Ai’ta! ’ba New-York City!

Pennad embannet d'ar yaou 5 a viz Mae 2011 gant ai’ta stourmer

KENTEL VREZHONEG E NEW YORK

A-viskoazh pe dost ez eus bet ur bern Bretoned o labourat hag o chom e New York. An holl ‘neuint dalc’het soñj deus Youenn Gwernig hag en doa tremenet ur pennad mat du-hont er bloavezhioù 1960 da c’hounit e voued.

Cheñchet eo an amzer hag ur rummad nevez ‘zo deuet war-wel. Bodet int bremañ er gevredigezh BZH-New York, ha faot’ a ra dezhe bevañ hor sevenadur en “Aval Bras” koulz ha brudañ Breizh ‘touesk an Amerikaned.

Se ‘zo kaoz e oa bet pedet un den deus Ai’ta ! gant Charles Kergaravat, prezidant yaouank BZH-New York, da reiñ ur gentel tañva d’ar brezhoneg d’al lun 2 a viz Mae. Un ugent den bennak ‘zo en em gavet en ostaleri “Tout va bien” da zeskiñ un tamm petra eo istor ha planedenn hor yezh, koulz ha distripañ un toulladig frazennoù boaz. Bretoned divroet pe o vakañsiñ, Amerikaned, Euskariz, Iwerzhoniz, Alzasianed… plijus ha lieseurt e oa bet an eskemm !

Dielloù Stag:

(97.7 ke)
Format : JPG
 
(69.9 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!