2005-12-23 : An Tad-kozh Nedeleg evit ar brezhoneg e ti-gar Lannuon ! (Ai’ta! Treger)

Pennad embannet d'ar gwener 23 a viz Kerzu 2005 gant Pyff
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

D’ar gwener 23 a viz kerdu 2005, e ti-gar Lannuon, e oa chomet genou un toullad tud war c’hwec’h eur. Abalamour d’ar bern lizhiri bet skrivet gant reoù vihan ha bras evit goulenn divyezhegezh en tier-gar e oa deuet an Tad-kozh Nedeleg, mar plij, gant ur vrav a brof betek ti-gar Lannuon : ar pannel brezhonek kentañ, skrivet warnañ "Ti-gar Lannuon".

Laouen e oa ar paotr kozh o reiñ anezhañ d’ur c’hontroler (faos) ha lavaret en doa d’an dud oa eno penaos en deus spi e vo selaouet ar pezh a c’houlenn reoù yaouank ar strollad Ai’ta ! gant renerien an SNCF hag e vo divyezhekaet tier-gar Bro-Dreger prestik. “Brav e vefe gwelet ha klevet brezhoneg en tier-gar memestra !“ emezañ o vont kuit gant e stlejell, ken seder ha tra.

Dielloù Stag:

(136.9 ke)
Format : JPG
 
(116.1 ke)
Format : JPG
 
(155.7 ke)
Format : JPG
 
(116.5 ke)
Format : JPG
 
(243.9 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!