2005-06-18 : Galv evit ar brezhoneg (Ai’ta! Treger)

Pennad embannet d'ar sadorn 18 a viz Even 2005 gant Pyff
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

D’an 18 a viz even 2005 e oamp ur bemzeg a dud eus Ai ’ta ! o c’hwezhañ hag o rouzhañ evit kentañ obererezh ar strollad. Setu e oamp chomet div eurvezh war ur c’hroashent-tro e Lannuon, ha ni o seniñ, traktiñ, dougen hon giton ma oa skrivet warni en div yezh "Ar brezhoneg zo o vervel".

Gant se e felle dimp sachañ evezh an dud war stad mantrus hon yezh. Hag ivez reiñ c’hoant d’an dud d’ober un dra bennaket eviti ("Galv an 18 a viz even evit ar brezhoneg" oa titl hon trakt) ! Deuet e oa brav ganimp pa oa bet roet 1000 trakt ha diskwelet hon arvest da muioc’h a dud c’hoazh.

18 juin, une quinzaine de courageux membres d’ Ai ’ta ! ont bravé la chaleur et les coups de soleil pour la première action du collectif. Pendant deux heures, sur un rond-point de Lannuon, nous avons ainsi vaillamment tracté et porté haut notre banderole bilingue qui indiquait "La langue bretonne est en danger". Notre objectif par cette action était donc d’attirer l’attention sur le déclin du breton, mais aussi de provoquer une prise de conscience en intitulant notre tract "Appel du 18 juin pour la langue bretonne". L’opération a été un succès, avec mille tracts distribués, et un nombre plus important encore d’automobilistes ayant pu admirer notre mise en scène.

Setu an trakt roet: Galv an 18 a viz even evit ar brezhoneg

Bretoned, Bretonezed, tud eus lec’h all,

En deiz-ha-herie eo mouget ar brezhoneg. Sed aze ar pezh a dalv ar groug a welit aze : krouget ar brezhoneger, krouget hon yezh. Bev eo c’hoazh pa ne vez na klevet na gwelet ?

92% eus ar Vretoned zo a-du evit saveteiñ anezhi avat…

Tommoc’h-tommañ ar Vretoned diouzh o yezh daoust dezhi da vervel… Trawalc’h ! Setu zo savet ur strollad tud yaouank, brezhonegerien ha nann-vrezhonegerien anezhe, a-benn difenn hon yezh en un doare fetis.

Ai ’ta ! vez graet eus ar strollad-se. Un anv nerzh ennañ a-benn reiñ c’hoant d’an dud da stourm evit ar brezhoneg. Anfeulz ha mennet-bras omp. Er-maez eus ar strolladoù politikel emaomp. Poent eo da bep hini ac’hanomp reiñ bec’h a-benn saveteiñ hon yezh ’ta. Se zo kaoz e klaskfomp kelaouiñ an dud diwar-benn stad truezus ar brezhoneg. Ha se zo kaoz ivez e klaskfomp broudañ ar reoù neuint ar galloud a-benn ma vo roet ur plas wir d’ar brezhoneg.

à Gortozet oc’h evit kemer perzh er jeu-se a-benn gwareziñ ha saveteiñ ar brezhoneg.

D’an holl eo dazont ar brezhoneg !

Dielloù Stag:

(148 ke)
Format : JPG
 
(127.7 ke)
Format : JPG
 
(158.2 ke)
Format : JPG
 
(131.4 ke)
Format : JPG
 
(106.1 ke)
Format : JPG
 
(872.8 ke)
Format : BMP
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!