2005-07-17 : Kentelioù brezhoneg war an draezhenn (Ai’ta! Treger)

Pennad embannet d'al lun 18 a viz Gouere 2005 gant Pyff
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

Traezhtell, d’ar 17 a viz gouere 2005

Degouezhet e oa un dek bennaket ac’hanomp da 2 e 30 war draezhenn Traezhtell, bep a d-shirt orañjez ha gant tout an traoù : bannieloù, un daol, kadorioù, un daolenn, kachennoù, dour ha gwerennoù, traktoù. Amzer dimp war-lerc’h kavout ul lec’h brav e kreiz an draezhenn ha prientiñ "hon sal-klas". Ha ni da vale war an draezhenn o lâret d’an dud e vije ur gentel vrezhoneg digoust hag o traktiñ war un dro. E-giz-se oa bet toullet kaoz gant a-bep-seurt tud, hag o deus degemeret mat ac’hanomp peurliesañ.

Ha setu ar gentel gentañ da gregiñ ! Gant un toullad tud eus Ai ’ta ! (evit reiñ kalon d’an dud all ;-) ) ha tud all … unan eus Bro-Veljia, un tad gant e vibien eus Roazhon, tud eus Plougouskant… ha tamm-ha-tamm tud all, kurius da sellet tro-dro d’ar "sal-klas". Ha Sherif, ar c’helenner a-c’hiz nevez gant e lunedoù-heol, da gas da benn gant startijenn ar gentel e-pad 25 mn. Ha tout an dud kontant er fin gant an tamm gwastell profet d’an holl hag ar boc’h dour (goulennet en brezhoneg mar plij, gant ar skolidi nevez).

Ha c’hoazh un dro war un draezhenn evit brudañ ar gentel hag un eil kentel war-lerc’h, gant bugale an dro-se, ha bepred tud kurius o sellet.

Ezhomm zo c’hoazh da lâret e oa tremenet mat-tre ?

Dielloù Stag:

(145.8 ke)
Format : JPG
 
(109.2 ke)
Format : JPG
 
(174.8 ke)
Format : JPG
 
(152.3 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!