2005-08 : Stand e Pempoull evit Gouel kan ar Vartoloded (Ai’ta! Treger)

Pennad embannet d'al lun 8 a viz Eost 2005 gant Pyff
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

Pemp e oamp disadorn, pevar disul, evit derc’hel un tamm stand eno. Deuet e oa ganimp un daol-gampiñ, follennoù orañjez, skotch ha kreionoù a-benn ober an tamm stand-se. Ha kavet ul lec’h brav…

Bep a d-shirt orañjez dindannomp, kelaouet hon oa an dud a deue da welet ac’hanomp (ha kalz oa deuet, eus ar vro pe eus Euskal Herria, Okitania, Bro-Gembre, Bro-C’hall, Alamagn). War ar marc’had hon oa gwerzhet muioc’h evit 30 t-shirt ha roet titouroù diwar-benn ar brezhoneg, penaos emañ kont gantañ en deiz-ha-herie, penaos deskiñ anezhañ hag all… Ha bern tud da reiñ kalon deomp.

Dielloù Stag:

(242.9 ke)
Format : JPG
 
(195.5 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!