Kelaouiñ

[Pennad diwezhañ bet lakaet (2010-07-29 10:10:45|nom_jour)] 29 a viz Gouere 2010

Pennadoù ar rummad-mañ

2010-07 Kentelioù Brezhoneg bep Yaou e Gwengamp!

d'ar yaou 29 a viz Gouere 2010 par Pyff
Bep Yaou goude merenn ’ba Gwengamp ha betek penn-kentañ miz eost e c’hell an dud deskiñ un tamm brezhoneg. Ai ’ta! a zo bet pedet gant an ti-ker a-benn kelaouiñ ha kelenn brezhoneg d’an douristed ha d’ar re all. Gant plijadur e vez degemeret tud deus pep lec’h, gallegerien pe get, brezhonegerien pe (...)

2009-07-30 : Kentelioù brezhoneg e Gwengamp (Ai’ta! Treger)

d'ar merc'her 5 a viz Eost 2009 par Iudikael
Gant « yaouvezhioù Gwengamp » d’ar yaou 30 a viz gouere oa bet pedet Ai’ta ! Bro-dreger gant ti-kêr Gwengamp d’ober tammoù kentelioù brezhoneg diwar-benn… ar mel ! Desket oa bet neuze un torkad gerioù (bleunienn, ruskenn, gwenanenn…) ha penaos ober anaouedegezh gant paotr (pe plac’h) ar mel (...)

2009-07-28 : Kentelioù brezhoneg e Plistin (Ai’ta! Treger)

d'ar merc'her 5 a viz Eost 2009 par Iudikael
D’ar meurzh 28 a viz gouere oa bet pedet Ai’ta ! Bro-Dreger gant Ofis touristelezh Plistin d’ober kentelioù brezhoneg e-pad ar marc’had noz. Berzh ‘meump graet : div gentelig ha tro pevar-ugent den, deus ar vro pe deus an estren-vro (Antibes, Montauban, Pariz, Anjev… Almagn) (...)

2008-07-27 : Kentelioù brezhoneg e Traezhtel (Ai’ta! Treger)

d'al lun 28 a viz Gouere 2008 par Iudikael
Kentelioù brezhoneg war an draezhenn… evit brasañ plijadur an dud !

2007-08 : Stal e Gouel kan ar vartoloded e Pempoull (Ai’ta! Treger)

d'ar meurzh 14 a viz Eost 2007 par Iudikael
Kinniget ’zo bet a-hed ar gouel ur stal bravig a-walc’h gant t-shirtoù, traktoù hag un toullad fotoioù kaer… plijadur evit lagadoù an dud, ha peadra da doullañ kaoz !

2007-03-03 : Sonerezh e Sant-Brieg (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 3 a viz Meurzh 2007 par Pyff
Tu oa bet gwelet t-shirtoù orañjez ar strollad Ai’ta! e straed Sant Gi en Sant Brieg. Eno he doa aozet ar vandennad tud yaouank-mañ, deus Bro-Dreger ha Sant Brieg, ur fest-deiz Zovach "war ar prim", e-kreizig kreiz straed brudetañ Sant Brieg, leun a dud o vale d’an eurioù-se. Ha plijet Briegiz gant (...)

2006-08 : Stal e staj brezhoneg Studi-ha-dudi e Plijidi (Ai’ta! Treger)

d'al lun 21 a viz Eost 2006 par Iudikael
Lec’h ’vez kentelioù brezhoneg ’vez gwelet t-shirtoù orañjez Ai’ta!

2006-07 : Kinniget eo bet Ai’ta! e-kerz staj KEAV e Skaer (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 15 a viz Gouere 2006 par Iudikael
Me lâr deoc’h, gwelet ’zo bet t-shirtoù orañjez e Skaer ! Ha war ar marc’had eo bet kinniget Ai’ta! un nozvezh d’an holl stajidi gant un diaporama… berzh ’meump graet !

2006-05-20 : Stal en ur sonadeg punk e Pommeret (Ai’ta! Treger)

d'ar sul 21 a viz Mae 2006 par Iudikael
Punk ha brezhoneg, nag a blijadur !

2005-08 : Stand e Pempoull evit Gouel kan ar Vartoloded (Ai’ta! Treger)

d'al lun 8 a viz Eost 2005 par Pyff
Pemp e oamp disadorn, pevar disul, evit derc’hel un tamm stand eno. Deuet e oa ganimp un daol-gampiñ, follennoù orañjez, skotch ha kreionoù a-benn ober an tamm stand-se. Ha kavet ul lec’h brav… Bep a d-shirt orañjez dindannomp, kelaouet hon oa an dud a deue da welet ac’hanomp (ha kalz oa deuet, eus ar (...)
[
Pajennoù (1 | 2)
]
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!