Brezhoneg en SNCF !

[Pennad diwezhañ bet lakaet (2009-10-10 19:11:21|nom_jour)] 10 a viz Here 2009

Pennadoù ar rummad-mañ

2009-10-10 : Ger brezhoneg ebet en tier-gar ? Skritelloù pep lec’h ! (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 10 a viz Here 2009 par Pyff
E miz even oa bet brav an taol : 200 skritell oa bet peget war an treñioù ha war mogerioù ti-gar Gwengamp. D’ar 10 a viz here e fin an endervezh oa bet adgraet an taol-kaer-se. Hag ar wezh-se oa bet lakeet tro 500 skritell, skrivet warne evel ar wezh all : « Pelec’h ‘mañ ar brezhoneg ? Où est la (...)

2009-06-13 : Pegañ skritelloù war treñioù ha ti-gar Gwengamp (Ai’ta! Treger)

d'ar yaou 18 a viz Even 2009 par Iudikael
Ar strollad Ai’ta !, evit difenn ar brezhoneg, ‘neus kaset da benn er sadorn-mañ un oberenn ouzh emzalc’h mezhus an SNCF e-keñver ar brezhoneg hag ar yezhoù bihan. 200 skritell A3 ‘zo bet peget ‘ba ‘n ti-gar ha war an treñioù, skrivet warne : « Pelec’h ‘mañ ar brezhoneg ? Où est la langue bretonne ? » ; (...)

2009-02-28 : Fest-deiz Zovach 3 e ti-gar Lannuon (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 28 a viz C'hwevrer 2009 par Iudikael
Aozet e oa bet gant Ai ’ta ! Bro-Dreger, Strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg, ur "Fest-deiz Zovach" e diabarzh ti-gar SNCF Lannuon d’ar Sadorn 28 a viz C’hwevrer adalek 5e00 goude merenn. Gant an oberenn festus-se oa bet divyezhekaet ar skritelladur gant peg-sunioù. Ha diskwelet eo (...)

2008-10-25 : Die-in e ti-post hag e ti-gar Gwengamp (Ai’ta! Treger)

d'ar merc'her 5 a viz Du 2008 par Pyff
Lizher kaset d’ar c’hazetennoù: Brezhoneg bev ? Brezhoneg er vuhez foran Moarvat eo bet souezhet tud Gwengamp disadorn 25 a viz Here o welet an Ankoù en ti-gar hag en ti-post. ’Oa ket deut e-unan: ur biniaouer a sone un ton evit an deg bennak a dud astennet war al leur, rochedoù oranjez ha maskloù (...)

2008-01-19 : Ti-gar Gwengamp divyezhekaet… ur wech ouzhpenn! (Ai’ta! Treger)

d'ar merc'her 6 a viz C'hwevrer 2008 par Pyff
Na brav eo pegsunioù Ai’ta! Ur wech all eo divyezhek ti-gar Gwengamp !

2007-11-24 : Ti-gar Lannuon (ad!)divyezhekaet! (Ai’ta! Treger)

d'al lun 3 a viz Kerzu 2007 par Pyff
Setu ar pezh a zo bet kaset d’ar gazetennerien: BREZHONEG EN SNCF… PEGOULZ ? Daou vloaz ’zo bremañ emañ Ai’ta ! o klask lakaat an SNCF da blegañ a-benn degemer ar brezhoneg en tier-gar amañ en Breizh.Goude meur a obererezh kaset da benn ganeomp e oa bet marc’hataet un emglev etre pennoù bras an SNCF (...)

2006-12-23 : Sonerezh war doenn ti-gar Lannuon! (Ai’ta! Treger)

d'ar sul 24 a viz Kerzu 2006 par Pyff
Un degemer deus ar c’hentañ en ti-gar Lannuon a oa roet da bratikoù an SNCF Disadorn 23 a viz Kerzu : Un tropellad tud yaouank deus ar strollad Ai’ta ! a oa war toenn an ti-gar, gante bombardoù, biniaouioù, fleütoù ha gitonioù evit hetiñ gouelioù Nedeleg laouen d’an dud. Daou bolis ha renerez an ti-gar (...)

2006-12-09 : Fest-deiz "Zovach" 2 e ti-gar Gwengamp! (Ai’ta! Treger)

d'ar meurzh 12 a viz Kerzu 2006 par Pyff
Plijadur e ti-gar Gwengamp ! Muioc’h a dud (hag a fliked) evit warlene, muioc’h a sonerien ha kanerien ivez, n’eus ket ezhomm da lâret oa bet un abadenn vrav en ti-gar SNCF disadorn goude merenn, aozet gant ar strollad Ai’ta! Bro-Dreger. E-pad div eurvezh hanter oa bet un dek strollad bennaket o (...)

2006-10-28 : Die-in e ti-gar Lannuon ha manif betek an ti-kêr (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 28 a viz Here 2006 par Iudikael
Skouarn vouzar a ra an SNCF ouzh ar pezh a c’houlennomp ganti. Neuze e talc’h ar strollad Ai’ta! Bro-Dreger gant e oberoù a-benn diyezhekaat tier-gar Breizh-Izel. An hini diwezhañ oa tremenet d’ar sadorn 28 a viz here e ti-gar Lannuon : un die-in a oa bet graet gant 15 den eus ar strollad, a-benn (...)

2006-09-30 : Ur brezhoneger er giched e ti-gar Gwengamp! (Ai’ta! Treger)

d'ar sadorn 30 a viz Gwengolo 2006 par Pyff
Bilhedoù en brezhoneg evit lidañ 25 bloaz an TGV ! Gant 25 bloaz an TGV zo deuet c’hoant da Ai’ta ! Bro-Dreger, strollad Tregeriz evit difenn ar brezhoneg, kemer perzh er festoù. Kinnig a ra neuze bilhedoù tren EN BREZHONEG d’an dud a fell dezhe. A-fetepañs eo bet staliet ur giched gant ar strollad (...)
[
Pajennoù (1 | 2)
]
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!