Ai ’ta! Gwened

[Pennad diwezhañ bet lakaet (2010-06-09 09:29:23|nom_jour)] 9 a viz Even 2010

Pennad diwezhañ ar rubrikennBrezhoneg e pep lec’h !

2010-04-03 : Abadenn pegiñ e sez Kumuniezh Gwened

d'ar sadorn 10 a viz Ebrel 2010 par Dewi
Un oberenn « pegiñ pegsunioù » ‘zo bet dalc’het d’ar sadorn 3 a viz Ebrel get stropad Ai’ta ! bro Gwened e sez kumuniezh tolpad-kêrioù Gwened.
Muioc'h a Bennadoù

Pennad diwezhañ ar rubrikennBrezhoneg en SNCF !

2010-06-05 Fest-noz e ti-gar Gwened

d'ar merc'her 9 a viz Even 2010 par Dewi
Un ugent stourmer ag Ai’ta !, un toullad tud yaouank ha tud kozh, krouadurioù ivez… Na bourrapl e oe ar fest-noz savet get Ai’ta ! d’ar gwener 5 a viz Mezheven e ti-gar Gwened ! Dre chañs e oe kaer an amzer, kar ur wezh oc’hpenn e oe ur c’homite digemer ag ar choej. A-boan e oemp erruet àr ar lerc’h (...)
Muioc'h a Bennadoù

Pennad diwezhañ ar rubrikennBrezhoneg en tier-post !

2010-01-23 : Giched divyezhek e ti-post Pondi (Ai’ta! Gwened)

d'ar merc'her 3 a viz C'hwevrer 2010 par Dewi
E miz Du e oa bet 94,8% deus an dud o respont bout a-du gant an divyezhegezh e tier-post Breizh Izel. Da heul berzh e votadeg ne faote ket da Ai’ta ! chom a-sav : se ‘zo kaoz eo deut en-dro e ti-post Pondi, Kemper ha Brest d’ar sadorn 23 a viz Genver. Pal ar stourmerien yaouank : diskwel d’ar Post (...)
Muioc'h a Bennadoù

Pennad diwezhañ ar rubrikennKelaouiñ

2009-08-03 : Kentelioù brezhoneg e gouel an Oriant (Ai’ta! Gwened)

d'ar yaou 6 a viz Eost 2009 par Dewi
Un devezh a-bezh omp chomet e kêriadenn ar c’hengred, e gouel an Oriant, aveit kinnig kentelioù tañva brezhoneg d’an dud. Ar re galonek (tud ag a bep seurt broioù : Aostria, Saoz, Gall… ha nebeut-tre a Vretoned, èl-rezon !) o deus desket penaos en em saludiñ, gourc’hemenn ur lom bier ha traoù (...)
Muioc'h a Bennadoù

Pennad diwezhañ ar rubrikennPetra nevez ?

Da dont : Oberenn brezhonekaat panelloù touristelezh Gwened (Ai’ta! Gwened)

d'ar merc'her 30 a viz Gwengolo 2009 par Dewi
Ur bochad panelloù toursitelezh gallek ’zo bet staliet àr bastell-vro Gwened pa oe bet prometet get ar c’humuniezh-kumunioù sevel panelloù en div yezh… ha n’eo ket echu gete c’hoazh ! Un oberenn brezhonekaat a vo graet d’ar sadorn 3 a viz Here neuze, e-pad ar mintin : emgav da 9 eur 30 àr (...)
Muioc'h a Bennadoù
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!