2009-05-29 : Fest-noz e ti-gar an Alre (Ai’ta! Gwened)

Pennad embannet d'ar gwener 29 a viz Mae 2009 gant Dewi
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

FEST-NOZ AI’TA E TI-GAR AN ALRE : UN TAOL KAER… EN ANER ?

D’ar gwener 29 a viz Mae e oemp oc’hpenn 50, mignoned hag izili Ai’ta !, é tañsal hag éc’h ober bourrapl e-pad div euriad hanter e ti-gar an Alre. Ar wezh kentañ e oe deomp sevel un dra a-seurt-se e bro Gwened : un taol kaer eta, dreist-holl an digemer hon eus bet get ur yoc’h a veajourion. Splann eo bet diskouezet dehe n’eo ket reizh an SNCF e-keñver ar brezhoneg.

E-kreiz ar fest-noz e voe graet un tamm diskrog a-benn lakaat tout an ti-gar, diabarzh koulz ha diavaez, e brezhoneg get pegsunioù cheuc’h. Brav e oe an disoc’h ken e oe ! Siwazh n’en deus ket plijet tamm erbet d’an hani a zo e-penn an ti : « Vous n’êtes pas en pays conquis ! », en deus kredet lâret deomp ur seurt ! Hag eñ da denniñ rac’h ar pegsunioù a-boan e oemp-ni é vonet kuit.

Petra ’vo graet a-benn bremañ ? Derc’hel da vonet get oberennoù ’seurt se ’zo fiskal aveit cheñch skeudenn hor yezh e penn an dud, aveit tapout brezhoneg da vat ne lâran ket ! Goude 4 bléz stourm e tier-gar ar vro e faota anzav ne vo ket trawalc’h aveit lakaat an SNCF da blegiñ. Se ’zo kaoz omp krog da soñjal en oberennoù àrall, dalc’hmat get spered Ai’ta ! (difeuls ha dic’hortoz), met disheñvel àr un-dro, aveit cheñch penn d’ar vazh. Goulenn a raomp d’an holl re a gar hor yezh bout ganeomp pa vo daet ar mare-se !

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!