Avañturioù riboul-stourmerien Ai’ta! en Erer Kozh 2010

Pennad embannet d'ar merc'her 21 a viz Gouere 2010 gant ai’ta stourmer

Anavezet eo ar strollad kentoc’h evit e oberennoù dic’hortoz, dreistordinal en doare “happening media”. Met ‘pad ar gouel, hon eus pleustret war ar c’hehentiñ kentoc’h. Ur stand kaer ganeomp, bannieloù orañjez flamm warnañ, un diskouezadeg poltriji o kinnig 5 bloaz stourm…Ha plaset mat just a-walc’h (keñveriet d’an Erer Kozh 2008 lec’h ma oa bet staliet an holl standoù e foñs ar waremm en ul lec’h didud ha didremen) nepell deus al leurenn Xavier Grall.

JPG - 60.3 ke

’Pezh neus desachet ar muiañ a dud war ar stand a oa ar c’hentelioù brezhoneg. Bep eurvezh, e tesachemp an dud gant un uhelgomzer, ha pa oa un niver a skolidi dereat (etre 10 ha 40 den dre gentel), tan de’i! E 10 munutenn e veze kinniget gant paotred ha merc’hed Ai’ta d’an dud an doare d’em c’hinnig, tavarniñ pe ivez paotr/merc’h-etañ… “Un degemer dreist zo bet graet deomp” eme G/Klervia ur riboulerez, ha Kilian da ouzhpennañ “kantadoù a dud zo tremenet dre ar stand pa ouzer eo bet tapet ouzhpenn 500 sinadur evit an tram divyezhek e Brest.. Darn an dud n’anavezent ket Ai’ta! Ur brud vat evidomp neuze”.

Degemeret stourmerien ar yezh gant aozourien an Erer kozh, met daoust ha vo tu, un deiz bennak profitañ eus an Erer Kozh holl divyezhek?

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!