2005-11 : en Euskal Herria gant ar strollad Demo (Ai’ta!)

Pennad embannet d'ar merc'her 30 a viz Du 2005 gant Pyff
Nevezaet d'ar yaou 6 a viz Eost 2009

Nag ur veaj dedennus, daoust dezhi bezañ re verr, evit ar pevar den eus Ai ’ta ! a oa aet di… Goude un nozvezh berr-berr (trugarez da Gorka evit an degemer) hon oa kemeret perzh en ur brezegenn-gelaouiñ ( press conference ).

Da 11eur beure e oa bet graet en Txiriboga, ostaleri ar strollad Demo en Baiona. Tri eus Ai ’ta ! a oa ouzh taol (egile o tennañ poltriji), ha Gorka evit Demo. Ha ni da ginnig Ai ’ta ! d’ar gazetennerien ha lâret dezhe e kenlabouro Demo hag Ai ’ta ! en amzer-dazont a-benn lakaat an SNCF da blegañ (…da gentañ). Ur skinwel a oa eno (Euskal Telebista, skinwel publik Euskadi), daou radio (Radio Bleu Pays Basque, Gure Irratia), daou gazetenner (Berria ha n’onn ket piv e oa egile) hag ur paotr eus an AFP. Hag int d’atersiñ ac’hanomp da heul, ha ni da respont en galleg, brezhoneg hag euskareg (’oa ket aezet ma Doue!).

Goude merenn, da Heleta (Baxe Nafarroa), kêriadenn vihan e-kreiz ar vro, evit ur vodadeg veur diwar-benn "an euskareg en SNCF" aozet gant an Demoed. Un dregont den yaouank bennaket a oa en em gavet e sal an ti-kêr (mar plij !) evit lakaat ar gaoz w ar an doare da derc’hel gant stourm an SNCF (kroget abaoe pemp bloaz…). Dimp Bretoned eo bet ur gentel : an euskareg a oa yezh an tabutoù (war-vetek nebeut), an doare da gas an emvod da benn oa ur skwer, ha live ar preder… ken e oa chomet hon genou ganimp war c’hwec’h goude !

Ha deus noz, sonadeg rock er sal euskal pilota e Heleta (aozet gant Demo ivez, kement hag ober). Tri strollad (Kuraia, metal en euskareg en o zouez) da dremen, hag ur salad tud yaouank eus an tro-war-droioù, marteze 400-500 anezhe. Ha ni da vont war al leurenn gant daou Demo, goude Kuraia hag ur c’hrogad Txalaparta (benveg hengounel, brav oa ken a oa) graet gant Gorka hag ur c’homper dezhañ. Bep a d-shirt orañjez-Ai ’ta! pe melen-Demo dindannomp, ur gwenn-ha-du hag un ikurriña ganimp, ha Gorka da doullañ kaoz d’ar salad diwar-benn ar stourmoù kaset da benn gante (hag al lañs nevez d’ar stourm SNCF), ha laoskel ar gaoz dimp evit kinnig Ai ’ta e berr komzoù ha reiñ da c’houzout e kenlabourfomp. Hag Euskariz da youc’hal ha da strakal o daouarn. Brav !

Ha goude, ezhomm ’zo c’hoazh da lâret hon oa riboulet ? (Trugarez da Iñaki evit ar bod, ha da Fafiole evit an alumenn da 6 eur beure !)

Trugarez d’an holl eus ar strollad Demo ha dreist-holl da Gorka.

Dielloù Stag:

(194 ke)
Format : JPG
 
(108.9 ke)
Format : JPG
 
(197.8 ke)
Format : JPG
 
(145.5 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!