2006-12-23 : Sonerezh war doenn ti-gar Lannuon! (Ai’ta! Treger)

Pennad embannet d'ar sul 24 a viz Kerzu 2006 gant Pyff
Nevezaet d'al lun 24 a viz Eost 2009

Un degemer deus ar c’hentañ en ti-gar Lannuon a oa roet da bratikoù an SNCF Disadorn 23 a viz Kerzu : Un tropellad tud yaouank deus ar strollad Ai’ta ! a oa war toenn an ti-gar, gante bombardoù, biniaouioù, fleütoù ha gitonioù evit hetiñ gouelioù Nedeleg laouen d’an dud. Daou bolis ha renerez an ti-gar dindan rediezh o doa degemeret ac’hanomp ivez, prestet ur skeul gant homañ d’an tropellad da diskenn en fin an abadenn, ha toullet kaoz kaer gant an tri-se, gwall a-du ganimp, sañset, trubuilhet e oant kentoc’h gant ar surentez.

Klevit, tudoù, memestra e oa bet roet tro dimp toullañ kaoz ivez gant an Aotroù Arnaud Briand, rener SNCF dindan rediezh (en plas an Aotroù Rener Dupont o vakañsiñ neuze). Disklêriet en doa dimp e vo kelaouet egile evit lakaat un deiz da welet ac’hanomp evit an deizioù. Lakaet e vo hemañ neuze da gaout soñj deus e bromesa pa ne baouezfomp ket da diskouez hon z-shirtoù orañjez e-keit n’hon do ket gwelet an Aotroù Dupont ha lakaet hemañ da intent ac’hanomp.

Ra selaouo ac’hanomp neuze !

Dielloù Stag:

(146.2 ke)
Format : JPG
 
(137.8 ke)
Format : JPG
 
(70.9 ke)
Format : JPG
 
(134.1 ke)
Format : JPG
 
(124.7 ke)
Format : JPG
 
(153.7 ke)
Format : JPG
 
(188.6 ke)
Format : JPG
 
 

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!