Degemer mat deoc'h war lec'hienn Ai 'ta!
Plijadur deoc'h war al lec'hienn-mañ! Ma vez ur gudenn bennak... skrivit deomp!
Vous pouvez changez la langue du site à tout moment en cliquant sur le menu en haut à gauche!

Pennadoù neveshañ

TRAMGARR E BREST : VOTIT BUAN EVIT ANVIOÙ BREZHONEK !!!

d'ar gwener 20 a viz Mae 2011 gant ai’ta stourmer
Prat Ledan pe Mac Orlan ? Koat Tan pe Parc Eole ? Penfeld pe Barbara ? Betek ar 5 a viz Even e c’hall an holl dud mont da votiñ evit envel 27 arsav-lec’h war hentad an tram e Brest. Abaoe deroù ar raktres e c’houlenn Ai’ta e vefe bev hor yezh en tram. Pazenn gentañ ar stourm-mañ eo mirout anvioù-lec’h hor bro eta. Pa vint bet skarzhet evit lakaat anvioù “modern” en o flas ez aio un tamm eus hor yezh da get c’hoazh… Evit-se, n’eus ket da dortal : votit ha lakait an holl da votiñ dre internet war (...)

Fidamdou’ ! Ai’ta! ’ba New-York City!

d'ar yaou 5 a viz Mae 2011 gant ai’ta stourmer
KENTEL VREZHONEG E NEW YORK A-viskoazh pe dost ez eus bet ur bern Bretoned o labourat hag o chom e New York. An holl ‘neuint dalc’het soñj deus Youenn Gwernig hag en doa tremenet ur pennad mat du-hont er bloavezhioù 1960 da c’hounit e voued. Cheñchet eo an amzer hag ur rummad nevez ‘zo deuet war-wel. Bodet int bremañ er gevredigezh BZH-New York, ha faot’ a ra dezhe bevañ hor sevenadur en “Aval Bras” koulz ha brudañ Breizh ‘touesk an Amerikaned. Se ‘zo kaoz e oa bet pedet un den deus Ai’ta ! gant Charles (...)

Taol kaer "ar brezhoneger diwezhañ"

d'al lun 11 a viz Ebrel 2011 gant ai’ta stourmer
Filmig produet gant BREZHOWEB:->http://www.brezhoweb.com/an_holl_brogrammou.html?rubrique=21&video=449->http://www.brezhoweb.com/an_holl_brogrammou.html?rubrique=21&video=449 Filmig 10 munuten hir, savet gant Canal Ti Zef hag Ai’ta: Ar brezhoneger diwezhañ / Le dernier bretonnant par bunkerite D’ar sadorn 9 a viz Ebrel oa bet aozet ur c’hoari vras e kreiz kêr Roazhon: “Ar c’hadorioù a gan”, ar c’hoari mil anavezet lec’h ma z’eo ret treiñ tro dro ar c’hadorioù hag azezañ warno pa vez lazhet (...)

GALV AR STROLLAD AI’TA ! OBERENN « AR BREZHONEGER DIWEZHAÑ »

d'al lun 21 a viz Meurzh 2011 gant ai’ta stourmer
Stourm a ra ar strollad Ai’ta evit difenn ha diorren ar brezhoneg er vuhez foran. Gelver a ra hiziv da gemer perzh en un oberenn a vezo dalc’het e Roazhon d’ar sadorn 9 a viz Ebrel da 2eur Abardaevezh war plasenn ti-kêr Roazhon. Houmañ a vezo graet « Ar Brezhoneger Diwezhañ » deusouti, gant ar spi e vezo bodet un niver bras a dud evit sevel o mouezh evit goulenn « ur framm lezennel evit hor yezh (brezhoneg ofisiel er 5 departamant) termenet gant ar Vretoned o unan en ur gemer e kont al liesseurted (...)

Ur barner a ra dismegañs d’ar brezhoneg e Roazhon e kerz prosez galv daou stourmer !

d'al lun 21 a viz Meurzh 2011 gant ai’ta stourmer
D’ar yaou 16 a viz Meurzh 2011 e Roazhon e voe dalc’het prosez galv Jonathan Guillaume ha Josselin Liotard. D’ar 15 a viz Du 2008, pedont o vont etrezek ur vanifestadeg o deus an daou baotr harzet o oto e Noazy. C’hoant ganto da dapout poltred ur panell bruderezh evit broioù al liger hemañ bet batrouset a livaj. Pedont war bord an hent eo degouezhet ur strollad archerien. Kondaonet int bet da 100€ kastiz pep hini e kerz ur prosez kentañ. Divizet o doa ober galv eus ar varnadenn-mañ rak ne oa bet (...)

AROUEZ « BRETAGNE » : HAG AR BREZHONEG ?

d'ar merc'her 23 a viz C'hwevrer 2011 gant ai’ta stourmer
D’ar 27 a viz Genver diwezhañ e oa bet lañset war an ton bras arouez nevez « Bretagne » gant Jean-Yves Le Drian. Ne vern ar pezh a c’haller soñjal diwar-benn talvoudegezh ur merk evit Breizh, diwar-benn braventez al logo-se peotramant an arc’hant bras ’zo bet postet ennañ… Un dra a zo sur ha ne c’hallomp ket degemer anezhañ : an arouez-se koulz hag al lec’hienn internet savet d’e vrudañ a zo divrezhonek penn-da-benn ! Deomp-ni eo splann an traoù : evel ma gane Alan Stivell, « Hep brezhoneg, arabat (...)

Dewi hag Aline galvet gant ar Polis

d'ar gwener 4 a viz C'hwevrer 2011 gant ai’ta stourmer
Un 30 den bennaket a oa bodet d’ar merc’her 2 a viz C’hwevrer dirak archerdi Landerne evit skoazellañ an daou stourmer deus Ai’ta ! galvet evit bezañ klevet da heul an oberenn « die-in » en ti-post tri miz kentoc’h. D’an deiz-se e oa bet aloubet ti-post Landerne ‘blam’ e oa bet kempennet penn-da-benn hep teurel evezh ouzh hor goulennoù : na panell, na mekanik, na skritell ebet evit diskouez an implijidi brezhonegerien… Astennet war al leur, bep a vaskl gwenn war hon penn. Sklaer e oa da gompren : an (...)

Panelloù hent nevez staliet: Ai’ta Bro Gwened selaouet

d'ar gwener 28 a viz Genver 2011 gant ai’ta stourmer
Ai’ta Bro Gwened zo bet selaouet Setu staliet panelloù hent nevez war tiriad kumuniezh Tolpad Kêrioù Gwened. E Sine da skouer emañ ar panell dikouezhet er penad-mañ, nepell ag an hent-tizh 165. Ar panell-mañ oa bet brezhonekaet div wezh gant Ai’ta Bro-Gwened : e penn kentañ miz gouel Mikael 2009 hag e fin miz Eost ar blez paset (2010). Seblant e vehe doujet do’ch promesoù savet (dre skrid) get an Ao. Goulard, maer Gwened ha prezidant an Tolpad Kêrioù. Kendalc’homp, tamm ha tamm ‘vez graet e vragoù (...)

2010-08-19 Brezhonekaat panelloù bro Gwened, ur wezh oc’hpenn !

d'ar gwener 28 a viz Genver 2011 gant Dewi
E miz Gouel Mikael 2009 hon doa kaset da benn un oberenn treiñ rac’h ar panelloù touristerezh bet staliet àr bastell-vro Gwened e-pad ar blez-se. François Goulard, maer Gwened ha prezidant kumuniezh tolpad-kêrioù Gwened en doa skrivet deomp eta aveit prometiñ e vehe staliet troidegezhioù founnapl. Arruet e kreiz miz Eost 2010, netra ! Se ’zo kaoz ’zo bet goloet rac’h ar panelloù-se get pegsunioù hir "E brezhoneg" d’an 19 a viz Eost diwezhañ. Trawalc’h a gomzoù brav ! Brezhoneg bev (...)

Ai’ta kludet war doen ti-Post Lannuon

d'al lun 17 a viz Genver 2011 gant ai’ta stourmer
Ai’ta! warti-post Lannuon / Kaouenn.net D’ar sadorn 15, 11e30 mintin oa e Kreizig-Kreiz kêr Lannuon pa grog ar safar. N’eo ket Ar Goelan Masklet a rae kement a reuz met stourmerien masklet ar strollad Ai’ta kludet war doenn an ti-post gant un uhelgomzer hag ur giton vras. Lod all astennet dirak mont e-barzh ar stal ha lod all o respont da goulennoù ar gazetennerien hag o tisplegañ d’ar boblañs pal an obererez-mañ. Goude taol brud afer Ti-Post Landerne (4 den stourmer eus (...)
Tous les articles
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!