Program ar mizio a deu

Pennad embannet d'ar sul 30 a viz Eost 2009 gant Iudikael
  • D’an 10 a viz here = pegañ skritello ’ba ti-gar Gwengamp
  • D’an 21 a viz du = oberenn festus ’ba Roazhon
  • D’an 19 a viz kerdu = pegañ skritello ’ba ti-gar An Alre
  • D’an 23 a viz genver = pegañ skritello ’ba ti-gar Brest

Un nebeud evezhiadenno war ar program-se :
 > profitet ’vo deus Fest-noz vras Yaouank e Roazhon e miz du evit ober un oberenn festus dirak Roazhoniz
 > adgraet ’vo teir gwezh an oberenn graet e miz even diwezhañ (pegañ skritelloù) : e Bro-Gwened, e Bro-Leon, hag ur wezh adarre ’ba Gwengamp peogwir ne oa bet kazetenner ebet.
 > lakaat an SNCF da blegañ pe d’ober ur fazi a faota dimp gant an teir oberenn-se
 > an holl oberenno-se a vo graet gant an holl gevrenno sames

-> ret ’vo bezañ stank bewezh… kontet ’vez war an HOLL IZILI, ha digemeret ’vo gant plijadur an dud all prest da sikour ! Evit-se, kasit keloù an abretañ ar gwellañ bewezh.

Forom ar pennad

Mann ebet lâret evit poent!
Respont d'ar pennad-mañ
 
ai.ta.breizh@gmail.com © Ai'ta! 2007 | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Merdeiñ Get Firefox!